Kurt Waldheim

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Kurt Waldheim

Kurt Waldheim (bet ganet d'an 21 a viz Kerzu 1918 e Sankt Andrä-Wördern, Aostria, ha marvet d'ar 14 a viz Even 2007 e Vienna, Aostria, diwar mour ar galon), a oa un diplomat hag un den politik aostrian. Sekretour-meur an ABU e oa bet etre 1972 ha 1981 ha Prezidant Republik Aostria diwezhatoc'h (1986-1992). Dimezet ha tad tri bugel (div verc'h hag ur mab dezhañ).

Studiet en deus ar Gwir ha tapet gantañ un Doktorelezh e Skol-Veur Vienna. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Ofisour el lu alaman (ar Wehrmacht). Jubennour e oa e Yougoslavia pa voe aloubet ar vro gant armeoù Hitler.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search